Degemer | Darempred

Dielloł 2011/2013

   Kas ar bajenn-mań d'ur mignon Moullań ar bajenn 

An Tad sach-Brec'h

Sach-brec'h

An Tad Sach-Brec'h eo anv un abadenn vrav kinniget d'ar vugale en tu all da 5 bloaz gant La Famille Petitplus. War al leurenn e c'heller gwelet an dresourez Christelle Le Guen o taolenniñ un istorig kaer diwar-benn ur vaouezh kozh karantezus. Lusk a vez roet d'an abadenn gant Gildas Le Buhe o seniñ gant an saksofon ha Regis Huiban o seniñ gant an akordeons. Mouezh Ronan Koadig eo a vez klevet o tibunañ an istor.

Hervez « Le père Tire-bras » gant Jean-François Chabas

 

Gouzout muioc'h

 

x

x

Emvod UGB e Lesneven

D'ar merc'her 13 a viz c'hwevrer e eo en em gavet 20 skolaer bennak asambles e Lesneven. Deuet e oa tud eus an 3 hentenn evit ober gwelloc'h anaoudegezh ha rannañ dielloù-kelenn.
Birvilh a oa er sal ha frouezhus eo bet an eskemmoù !
Lesneven

x

x

Tolpad UGB en Alre

Alre

D'ar merc'her 30 a viz Genver e oa daet d'an Alre mistri-skol an teir hentenn : prevez, publik ha Diwan. E-korf an tolpad-mañ e oa bet eskemmet soñjoù nevez ha dafar skol: fichennoù-labour, pezhioù-c'hoari bihan, rimadelloù evit kas àr-raok hor labour en hor c'hlasoù. Kinniget e oa bet ivez an dielloù-labour nevez ha kozh eh eus tu da gavout àr lec'hiennoù UGB ha webklas. Pep unan en devoa kaset un alc'hwez pe/hag ec'h urzhiater da gas d'ar gêr an holl deñzorioù-se.

Ken pouezus e oa en em gavout etrezomp-ni d'ober gwelloc'h anaouedegezh. Un digarez, ivez, a oa evit lakaat àr-well aferioù a vistri-skol, kaset eo bet roll anezhe da skipailh TES.

x

x

Levrioł nevez evit ar vugale

Kael

Ul levr evit ar re vihan eo "Skol Kael". Kontañ a ra Florence Drenou devezh-labour ur paotrig er skol-vamm. Taolennet brav eo an albom gant Fañch Ar Ruz.

"Istor du ar familh yar" eo titl diwezhañ albom Erwan Hupel. Istor ur familh yer, leun a fent ...

Evit gouzout muioc'h

x

x

Difetis

Lenn levrioù evel "An ti satanezet" pe "Bilzig" war ar skramm ! War lec'h internet Difetis e c'heller pellkargañ meur a zek levr niverel evit gellet lenn anezho war ar smartfone pe an urzhiataerez.

Difetis

Liamm

x

x


Bededap, bededap, bededap !

 

Bededap

 

Un tregont bennak a rimadelloù

a zec’h hag a hiriv bet lakaet edan sonerezh,

displeget, troet e galleg ha renket dre un

indeks, peadra da roiñ o gwalc’h a blijadur

d’ar vugale, d’ar gerent, d’ar gelennerion,

d’an deskidi pe d’ar re gurius.

Ur “levr da selaou“ modern, liessort,

ur benveg a chomo evel test pinvidigezh

yezh ha sonerezh Breizh.

Evit gouzout muioc'h

x

x

Breizhvod

Breizhvod Ul lec'hienn gouestlet d'ar Video diouzh ar goulenn eo BreizhVOD. Kinnig a ra a bep seurt oberezhioù kleweled, da lavaret eo filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù pe seriennoù ha kement tra e brezhoneg. Oberezhioù advouezhiet e-leizh a zo met ivez oberezhioù bet produet war-eeun e brezhoneg.

Klikit war al liamm

x

x

Kig mamout da goan

Ran zo aet skuizh. Skuizh o klevout goapaerezh ar re vras peogwir eo bihan. TRAWALC’H ! Neuze en deus graet e soñj : mont da dapout ur mamout. Ur pezh pikol mamout... Ha gant hennezh e vo debret kig da goan !

En amzer ar ragistor e tremen an istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant ur bern skeudennoù. Ar skrid a zo skrivet e bras evit ar vugale. Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù golo al levr.

 

Klikit amañ da brenañ al levr pe da selaou an istor

 

 

 

Kig mamout da goan

x

x

C'hoarioł yezh

Prelud

Boulc'het ez eus ul labour deskrivañ c'hoarioù war lec'h internet PRELUD. Eno e vez kavet displegadennoù diwar-benn c'hoarioù a-bep seurt. Lod a c'hell bezañ graet ganto da labourat war ar matematik, ar galleg ... C'hoarioù evit labourat war ar brezhoneg a vez kavet ivez.

Internet PRELUD

x

x

Ar Redadeg

Redadeg 2012

Ur redadeg a-eilek eo « Ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep daou vloaz. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep harp ebet . Arouez treuzkas ar brezhoneg a rummad da rummad, ur yezh vev, oberiant ha gant startijenn eo ivez.

 

Ar bloaz-mañ goude bezañ loc’het eus Brest d’an 12 a viz Mae e tegouezho Redadeg 2012 d’an 19 a viz Mae e Douarnenez. .. en ur dremen dre Vontroulez, Sant-Brieg, Sant-Maloù, Roazhon, Naoned, Gwened, an Oriant, Rostren, Rosporden, a-hed ur 1500 km gwerzhet evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.

Lec'h internet ar Redadeg

x

x

Gwion, kentań erev ar bed

 

Setu an amzer-dic'houloù o tont war morskorneg an Norzh. Aon bras rak an noz en deus Gwion, kentañ erev ar blanedenn. E-unan emañ. Graet eo e soñj : mont a ray kuit da zizoleiñ ur bed nevez... Gwion

Pellgargañ an albom war lec'hienn Fañch Ar Ruz. Digoust eo !

Prenañ an albom paper e ti Keit Vimp Bev.

x

x

Deomp de'i evit ar brezhoneg

galv

UGB a c'halv pep unan ac'hanoc'h da gemer perzh er vanifestadeg vras a vo d'an 31 a viz Meurzh e Kemper. Evit ma c'hellimp donet a-benn da gavout ur gwir plas er vuhez publik hag er skolioù ez eus afer ag ur lezenn e-lec'h ma vo anavezet gwirioù pep unan da zeskiñ ha beviñ en e yezh. Afer a zo ivez a vehe kaset da rannvro Breizh an argant hag ar galloudoù evit kas da benn ur gwir politikerezh evit hor yezhoù.

Neuze, evit gounidiñ kement-se, deomp da Gemper an 31 a viz Meurzh !

Da c'houzout muioc'h

x

x

Bodadeg UGB en Alre

UGB

Aozet e vo ur vodadeg d'ar Merc'her 28 a viz Meurzh en Alre. Bodañ kelennerien ar vro evit eskemm dafar ha mennozhioù eo ar pal. Ne vo ket un abadenn bedagogel dindan renerezh hemañ-hen met un emvod diardoù etre kenseurted. N'eo ket ret bezañ ezel eus UGB evit kemer perzh, neuze ma anavezit tud hag a c'hallfe bezañ dedennet gant seurt emvodoù, roit da c'hoût dezhe mar plij.

Posubl e vefe aozañ tolpadegoù all e broioù all. Deuit e darempred ganimp m'ho peus c'hoant e vefe aozet seurt degouezhioù en ho korn-bro.

 Sellout ouzh ar bedadenn 

x

x

Webklas

Webklas

Deuit d'ober un tamm tro war lec'h internet Webklas ! Eno e vez kavet dafar e-leizh evit ar c'hlasoù divyezhek, eus ar skol-vamm betek ar skolaj. Ul lodenn zo gouestlet da dud ar skolidi ivez.

http://webklas.free.fr/

x

x

Keit Vimp Bev

KVB

War lec'h internet ti-embann Keit Vimp Bev e c'hellit teurel ur sell war nevezentioù 2011: levrioù evit a re vihan evel "Toupig er sirk"pe "Lizher Malo" a vo kavet. Meur a romantig evit ar grennarded a oa deuet er maez warlene ivez.

Gouzout muioc'h war lec'h internet Keit Vimp Bev

x

x

Ar Redadeg 2012

War ar stern emañ Redadeg 2012 ! Skipailhoù tud a youl vat gant barregezhioù liesseurt zo o labourat evit sevel ur redadeg stankoc'h c'hoazh an darvoudoù enni ! Redadeg

Gouzout muioc'h war lec'hienn ar Redadeg

x

x

Pennouigoł Sardin

Setu deuet er maez ar bladenn "Pennouigoù sardin" e lec'h ma kavit nav c'hanaouenn nevez savet ha kanet gant skolidi CM skol divyezhek Douarnenez hag o mestr-skol.

 

Pennoù sardin

 

Sellout ouzh ar c'hlip kentañ !

Gouzout muioc'h diwar benn ar bladenn.

x

x

Lec'hienn nevez Frańs 3 Breizh

Bali

Lañset eo lec'hienn nevez Frañs 3 Breizh. Adkavet e vez keleier hag abadennoù ar chadenn dele war internet. Keleier da lenn a vez kavet ivez. Ul lodenn "Deskiñ" a zo kinniget ivez zoken.

 

Lec'hienn internet Frañs 3 Breizh

x

x

Blake ha Mortimer

Deuet eo DVD Blake ha Mortimer er-maez e ti Bannoù-heol ar miz-mañ.

Blake

"E-kreiz ar bloavezhioù 1950 emañ ar c'habiten Blake hag ar c'helenner Mortimer o vont a-enep d'ar c'horonal Olrik, o enebour touet. D'ur mare ma oa c'hoazh ar skiant ur bed faltaziek e kaso troioù-kaer Blake ha Mortimer d'un emgann dibaouez a-enep d'an tu droug n'eus forzh peseurt stumm a c'hellfe hemañ implij."

Gouzout muioc'h war lec'hienn Bannoù-heol

x

x

Brezhoneg 21

N'eus ket pell zo e oa bet renevezet  lec'hienn internet kreizenn ar geriaouiñ. E 1985 e oa bet krouet Kreizenn ar geriaouiñ. Dont a rae ar grouidigezh da heul diviz ur bodad labour a oa bet e-doug ur c'hollok aozet gant Diwan e Landerne : "Ezhomm bras ez eus e ve savet un ensavadur a vefe e bal normalizañ ar yezh teknikel ha skiantel e brezhoneg."Quelle école pour la Bretagne ? Peseurt skol evit Breizh ? Roazhon, Diwan... Institut Culturel de Bretagne, 1988, p. 179 War-lerc'h ar skolioù kentañ derez e oa Diwan o paouez divizout kas pelloc'h e raktres ha digeriñ an eil derez d'ar mare-se.

Lec'hienn Brezhoneg 21

x

x

Pempbiz

 

Distro eo ar strollad "Storlok" !

Pembiz

 

 Kanaouennoù ha rimadelloù a oa "chomet kuzhet e strad o c'halon abaoe daou-ugent vloaz bennak" .  E miz mae 2011 e oa deuet ur bladenn nevet er-maez.

Lec'hienn internet ar strollad

x

x

Studiadenn Fańch Broudig war ar c'helenn brezhoneg

Sav-poent UGB a oa bet embannet er gazetenn Ya ! e miz c'hwevrer.

Lenn

x

x

Kendiviz Plijidi

D'al lun 25 ha d'ar meurzh 26 a viz here e oa bet kenaozet ur c'hendiviz gant UGB  dindan an titl "Yezh-Plijadur-Deskiñ". Ouzhpenn 200 kelenner a oa deuet da selaou ar prezegennoù. 

- Program ar c'hendiviz ;

- Un diverrañ eus prezegenn Haydée Silva diwar benn ar c'hoarioù (lec'hienn ABP) ;

- Video Prezegenn Roy Lyster diwar benn ar c'helenn e klasoù divyezhek ar C'hanada (lec'hienn ABP) ;

- Ar Sugestopedia kinniget gant Lonny Gold (lec'hienn ABP)

x

x

Prezegenn Gilbert Dalgalian

Perak deskiñ brezhoneg e Breizh ? Peseurt eo plas ar familhoù ? Peseurt pedagogiezh ? Peseurt plas evit an teknologiezhioù nevez ?

D'ar 4 a viz gouere 2011 e oa deuet ar yezhour Gilbert Dalgalian da Gerien da reiñ e soñj war ar c'helenn divyezhek.

Sellout ouzh ar video war lec'hienn ABP.

x

x

Ar yalc'had Skoazell

Ar stignad "Skoazell" a zo ur skoazell hiniennel evit an dud a brient ar masterioù deskadurezh divyezhek galleg-brezhoneg. Lakaet e vez e peustr e framm ar skoazelloù stummañ hiniennel hag an oberoù evit politikerezh yezh ar C'huzul-rannvro da gas ar brezhoneg war-raok.

Gouzout muioc'h

x

x


 

Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg - 2 Hent Kreiz ar Vourc'h - 29270 SANT-HERN