|
KROUIDIGEZH
Mellad 1- Krouet zo ur gevredigezh, etre an izili a ya a-du
gant ar
statudoù-mañ amañ, renet gant lezenn
ar 1añ a viz Gouhereñv 1901, hag anvet UNVANIEZH
AR GELENNERION BREZHONEG.
En 2 hent Kreiz ar Vourc'h, 29270 Sant-Hern, eo lakaet he
sez kevredik. Gallout a ray bezañ dilec'hiet diwar
diviz ar Vodadeg Veur.
PAL
Mellad 2 - Ar gevredigezh eo he fal :
- kas war-raok ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhek dizehan
en deskadurezh en n'eus forzh pesort live e ve ;
- bodañ kement kelenner zo oll, hag an oll dud er
c'helenn pe en deskadurezh lodek en mont war-raok ar brezhoneg
;
- difenn madoù-korf ha madoù-spered an dud-se
diouzh pal kentañ ar gevredigezh.
IZILI
Mellad 3 - Izili oberiant, madoberour hag enor zo oc'h ober
ar gevredigezh.
a) An ezel oberiant eo ar c'helenner brezhoneg, n'eus forzh
pesort statut e ve e hini (stajiad, titlad, deus ar skolioù
prevez, publik, kevredigezhel, deus ar skol-vamm d'ar skol-veur),
paeet gantañ e skodenn, a gemer perzh en kement a
ra UGB. N'eus nemet an izili oberiant a c'hall bezañ
dilennet er C'huzul-Merañ.
b) An ezel madoberour eo an hini a harp ar gevredigezh dre
e skiant pe dre e arc'hant.
c) An ezel-enor eo an den, skedus, brudet ha barrek, a enor
ar gevredigezh deus e baeroniezh diwar goulenn he Burev.
Perzh a gemer an izili madoberour hag enor en mouezhiadegoù
er Vodadeg Veur.
N'eo stag UGB ouzh relijion ebet, sindikad ebet, strollad
politikel ebet. A-hend-all eo dieub hec'h izili da emezelañ
d'ar strolladoù a blij dezhe, ha n'eo ket o falioù
nag o zuioù kontrol da re UGB.
RAVOKIÑ
Mellad 4 - Kollet e vez an anv a ezel dre reiñ an
dilez pe dre ravokiñ : abalamour n'eo ket bet paeet
ar skodenn, pe n'eus ket doujet d'ar statudoù ha
d'ar reoliadurioù diabarzh, pe zo graet gwall bras
d'ar gevredigezh.
Distaget e vez ar ravokiñ gant ar C'huzul-Merañ.
An den e-barzh ar jeu a vez klevet gant ar Vodadeg Veur
hag e c'hall ober galv dirazi, stadudet e vez ganti er fin
diwezañ. N'eo ket suspentus ar galv.
RENEREZH
Mellad 5 - Renet eo ar gevredigezh gant ur C'huzul-Merañ
nav ezel ennañ da vihanañ, dilennet evit tri
bloaz gant ar Vodadeg Veur, hag eñ kiriek dirazi.
Ur Burev c'hwec'h ezel ennañ a vez dilennet gant
ar C'huzul-Merañ - ur prezidant, un eil-prezidant,
ur sekretour, un eil-sekretour, un teñzorer, un eil-teñzorer
- a vez aozet gantañ labour ar C'huzul-Merañ
hag a gas e zivizoù da benn. Rentañ a ra kont
dezhañ deus e oll intruduoù.
Adnevezet e vez ar C'huzul-Merañ bep bloaz dre drederenn
; an daou vloaz kentañ e vez tennet d'ar sord an
izili o tont a guzulier. Mar be vakañs e tle ar C'huzul-Merañ
erlec'hiañ e izili, da c'hortoz ar Vodadeg Veur a
ray an erlec'hiañ da vat. Diwez zo da c'halloudoù
an izili dilennet er mod-se da vare ma tleje finisañ
respet an izili erlec'hiet.
DILENNADEGOÙ
Mellad 6 - Dilennet e vez ar C'huzul-Merañ gant ar
Vodadeg Veur dre vouezhiañ a un anv div dro. Dilennet
e vez ar Burev e-kreizik ar C'huzul-Merañ gant e
izili dre an hevelep mouezhiañ. Evit an div vouezhiadeg
e vez mouezhiet gant ar bilhed a-guzh.
EMVOD AR C'HUZUL-MERAÑ
Mellad 7 - En em vodañ a ra ar C'huzul-Merañ
bep tri miz da nebeutañ diwar galv ordinal ar Burev,
pe galv dreist-ordinal ar prezidant, pe diwar goulenn an
niver brasañ deus e izili.
Kemeret e vez an divizoù dre vouezhiañ gant
an dorn savet, nemet e vefe goulennet ober en ur mod all
gant daou ezel deus ar C'huzul-Merañ da vihanañ,
ha gant an niver brasañ deus ar mouezhioù.
Mar bed entre daou soñj emañ an tu-kreñv
gant ar prezidant.
BODADEG VEUR
Mellad 8 - Ar Vodadeg Veur ordinal emañ enni an oll
izili paeet o skodenn gante, zo eno pe dileuriet. En em
vodañ a ra ur wezh ar bloaz en un abadenn ordinal.
Lakaet e vez an deiziad gant ar Burev.
Gallout a ra en em vodañ en un abadenn dreist-ordinal
diwar goulenn an drederenn deus e izili pe diwar diviz ar
C'huzul-Merañ.
Galvet e vez izili ar gevredigezh gant ar Burev miz hanter
a-raok an deiziad lakaet, da vihanañ. Savet e vez
ar roll-labour gant ar C'huzul-Merañ, goude kinnig
an izili oberiant.
Kement ezel n'emañ ket eno a c'hall sinañ
ur prokul ha reiñ e c'halloud d'un ezel all. Kement
ezel zo eno ne c'hall bezañ nemet ur prokul gantañ.
Kuzuliañ a ra ar Vodadeg Veur diwar-benn an danevelloù
a-zivoud ar merañ, stad moral hag arc'hant ar gevredigezh.
Lâret a ra he soñj dre vouezhiañ gant
an dorn savet, nemet e vefe ar c'hard deus an izili zo eno,
da vihanañ, o c'houlenn e vefe mouezhiet gant ar
bilhed a-guzh diwar-benn an danevelloù-se. Lakaat
a ra ollad bihanañ ar skodennoù evit ar bloaz.
Kemeret e vez an divizoù gant an niver brasañ
deus an izili zo eno pe dileuriet (prokul). Dleet e vez
tapet betek an niver ret zo an drederenn deus an izili oberiant
(zo eno pe dileuriet) d'ar c'hentañ galv.
Testennoù ar mennadoù kinniget a vo kaset
da izili ar gevredigezh gant ar Burev div sizhunvezh a-raok
deiziad ar Vodadeg Veur, da vihanañ, a-gevret gant
ar follennoù prokul. Koulskoude, ma c'hoarvezfe un
darvoud bras etretant, e vefe miret gant ar Vodadeg Veur
eviti hec'h-hunan ar gwir da vouezhiañ an diviz zo
dleet war ar prim. Mouezhiet e vez ar mennadoù gant
an dorn savet, nemet e vefe goulennet mouezhiañ gant
ar bilhed a-guzh gant ar c'hard deus an izili zo eno, da
vihanañ.
Ne c'hallo bezañ gwir un dilennadeg pe ur vouezhiadeg
gant ar Vodadeg Veur nemet ma vez an drederenn deus ar mouezhioù
zo eno pe dileuriet, da vihanañ, savet a-du ganti.
Ma vez lakaet ar C'huzul-Merañ e-barzh an niver
bihanañ gant ar Vodadeg Veur e tleo sujañ
pe dilezel. Neuze e vez aozet dilennadegoù nevez
dindan miz.
MADOÙ
Mellad 9 - Madoù ar gevredigezh a zeu deus :
- skodennoù-bloaz an izili ;
- ar gounidoù graet e-pad ar manifestadegoù
a-wezhiadoù pe an oberiantizoù reoliek aozet
gant ar gevredigezh ;
- donezonoù pe skoazelloù a vez roet d'ar
gevredigezh gant tud prevez, strollegezhioù ha galloudoù
publik.
Ne c'hall ezel ebet deus ar gevredigezh, n'eus forzh pesort
e ve e garg, bezañ paeet.
REOLIADUR DIABARZH
Mellad 10 - Ur reoliadur diabarzh a c'hall bezañ
savet gant ar C'huzul-Merañ hag a ranko bezañ
asantet gant ar Vodadeg Veur. E bal zo lakaat ar c'hrafoù
a bep seurt ha n'int ket lakaet amañ er statudoù-mañ,
peurgetket ar re a denn da velestrerezh diabarzh ar gevredigezh.
STATUDOÙ
Mellad 11 - Kement kemm d'ar statudoù-mañ
amañ a zle bezañ dalc'h ur c'hinnig deus ar
C'huzul-Merañ, pe an daoufarzh deus an izili oberiant,
da vihanañ, ha kaout an aotre digant ar Vodadeg Veur
Dreistordinal.
DIVODAÑ
Mellad 12 - Ne c'hall bezañ divizet divodañ
ar gevredigezh nemet gant ur Vodadeg Veur Dreistordinal
o vodañ an daoufarzh deus an izili oberiant da vihanañ.
Neuze e vefe roet madoù ar gevredigezh dezhi hec'h-hunan
d'ur gevredigezh o pleustrañ en Breizh, hañval
hec'h uhelvennad hag he falioù, diwar un diviz kemeret
gant ar Vodadeg Veur Dreistordinal divodañ.
Statudoù bet mouezhiet evite, d'ar 26vet a viz Mezheven
1982
Adwelet ha kemmet er Releg-Kerhuon, d'ar 15vet a viz Du
1997
|