Dan 18 a viz Even Prest da vont er straedoł!
Echu eo gant an dilennadegoł ; cheńchet vo liv dar chambr, roz e oa, glas a vo met teńval dazont hon yezhoł bihan niver atav.
Petra zo da chortoz ? Krouiń ur chwechvet Republik? Cheńch ar Vonreizh? Marteze, met ne vo ket evidomp e vo cheńchet... nemet ma vijemp kapapl da gas miliadoł a dud er straedoł!
Testennoł nevez a zo bet krouet gant Jack Lang; nint ket lezennoł met ur paz war-raok eo memes tra gant ma pado!
Krouet zo bet ur genstrivadeg ispisial e penn kentań ar bloaz, da lāret eo danvezioł ouzhpenn ha mat pell zo!
Lāret zo bet gant UGB pegen dańjerus eo spered ar genstrivadeg ispisial-se. Hag amań emaomp degouezhet : keńveriań notennoł danvez kelennerion ar skolioł divyezhek ha danvez kelennerien ar skolioł... e matematik hag e galleg... ha neo ket e brezhoneg evel just ha dont a-benn da lakaat danvez kelennerien nevez da vezań korbellet!
84 den o deus tremenet ar genstrivadeg ispisial er servij publik : ne chom nemet 24 danvez kelenner ar skolioł divyezhek... evit 24 flas... iskisat ! - ha gwashoch zo ! Ne vo ket tu da zigeriń al listenn gortoz evit dont a-benn da stankań an toulloł chomet goude an eil fińvadeg...
Sellet vo pizh ganeomp ouzh reolennoł an Deskadurezh Stad ha dre vras ouzh reolennoł ar chenstrivadegoł er Servij Publik evit gwelout hag-eń eo reizh an dro fripon-se!
Ne vo ket laosket Pennoł Bras an Deskadurezh ober ar pezh a garont. Ezhomm hon eus eus kelennerion ar skolioł stummet ! 24 flas er chonkour publik zo bet lakaet ; ret eo kaout 24 studier en IUFM benn bloaz ! ha dont a-benn da zigeriń al listenn gortoz evit reiń ur chańs ouzhpenn da dud zo da vezań stummet ar bloaz war-lerch.
Forzh penaos e vo ezhomm bras en dazont deus kelennerien ar skolioł e Breizh pa sońjer barzh an holl re a zo o vont war o leve... Neuze e vo degemeret kelennerien ar skolioł o tont eus akademiezhoł all hep goulenn diganto peseurt notenn o deus bet er genstrivadeg
Ur wezh e-barzh an Ti Bras, neus forzh !!!
Neuze tudoł, arabat en em chalań atav !!! Gwelloch vo deoch mont en un akademiezh all, tremen ar genstrivadeg e lech e vez aesoch ha dont en-dro da Vreizh evit tapout ur post divyezhek...
Ar genstivadeg ispisial ne servijo ket mui (ouf! Un danvez ouzhpenn ha lore ebet!), an IUFM/CFEB kennebeut... ha gwell a-se rak nez eus post ebet krouet evit-se.
Lojik an Deskadurezh Stad.
Komzet hon eus a-walch gant re nebeut a zisochoł ha neo ket al liv roz pe chlas a cheńcho kalz a dra.
Tost echu eo ar bloavezh skol ha diaes e vo bremań da stourmiń holl a-gevret, met ret e vo bezań prest diouzhtu dan adkrog-skol da sevel hon mouezh e pep lech, er straedoł, er mediaoł ha marteze gant devezhioł dilabour evit diskouez splann pegen didalvoud eo bet testennoł Jack Lang ha lāret kreńv ur wezh ouzhpenn hag adarre : gwir lezenn ebet evit ar yezhoł bihan niver, cheńchamant ebet, nag er vuhez pemdez hag en endro, nag er skolioł!
Armelle Ar Chozh