logo

Kemennadenn

 

Hentadoù divyezhek : penaos kenderc’hel ?

 

 

Etre kresk hag efedusted n’eus ket da zibab : leun a vugale divyezhek, brezhonegerien ampart anezho a fell deomp kaout a-benn kenderc’hel gant ur yezh vev.

- digeriñ klasoù pe skolioù evit respont d’ar goulenn e lec’h ma vez kavet ur skipailhad tud mennet da gas an traoù war raok.
- digeriñ klasoù pe skolioù evit solutaat an hentadoù en ur vro, evit komz brezhoneg eus ar skol vamm d’al lise hag er vuhez pemdez ha krouiñ liammoù kreñv er vro.

 

Evit mont war raok eo ret :

- Stabilaat ar skipailh skolaerien ha kelennerien :
               Skolaerien stummet ha titlet a ranker kaout.
               Kreskiñ an niver a glasoù tamm ha tamm evit krennañ an niver a liveoù e pep hini anezho.
               Bevenniñ servij ar gelennerien war daou skolaj (tri d’ar muiañ).
               Aesaat labour ar skolaerien hag ar gelennerien o kinnig dafar pedagogel a-zoare dezho(TES).        
- Krouiñ ur gwir skipailh kelennerien a laka ar brezhoneg da vevañ en trepasoù, e-pad an emvodoù...
                Anavezout ar soubidigezh e-giz an doare efedusañ da zeskiñ yezhoù.
                Staliañ an hentadoù e skolioù e lec’h ma vez kavet klasoù mamm ha klasoù kentañ (memes savadur), pe krouiñ skolioù a-bezh.
                Staliañ an hentadoù e skolajoù bihan e lec’h ma vo roet ster d’an deskiñ brezhoneg.  
                Kinnig un hanter eus an danvezioù kelennet e brezhoneg d’an nebeutañ.
Kinnig an hentad eus ar skol vamm d’al lise.
                Krouiñ liammoù hag ur c’henlabour etre ar skol hag ar skolaj, ar skolaj hag al lise.
                Lakaat e plas servijoù kas-degas ma vez ezhomm.
               

 

En un doare pleustrek e talv:

- Prientiñ teuliadoù solut a ranker ober evit goulenn krouidigezh un hentad en ur sellout ouzh ar skolioù a zo tro dro (divyezhek pe get), ouzh framm ar skolioù (skolioù mamm pe/ha kentañ), ouzh ar parrezioù dedennet… da lâret eo ledanaat par ma c’heller ar genskoazell en ur vro.
Mont e darempred gant an tier bro, an dilennidi, an aozadurioù ha labourat gant ar skipailhoù war ur gumuniezh kumunioù a zo un doare da lakaat an holl da zougen ar raktres.
Gwelloc’h eo gortoz ur bloavezh ouzhpenn eget kinnig teuliadoù re vresk.
- En ur vro eo ret d’ar servij publik kinnig un doare da genderc’hel.
Estreget ar skolajoù Diwan a zegemer ar vugale e-kerzh ar sizhun, eo ret kinnig skolajoù e lec’h ma vo tu d’ar vugale dont en-dro d’ar gêr bep arbadaez : nebeutoc’h eget 30 km pe 30 munut karr-boutin eus ar skol d’ar skolaj divyezhek.
Arabat d’ar servij kas-degas koustañ muioc’h eget ma vefe bet d’ar skolaj tost.
- Pouezus eo kaout stropadoù 8 bugel da nebeutañ en hentadoù divyezhek evit ma chomfe dedennus ha buhezek ar c’hentelioù.
- Gant un hanter eus an danvezioù kelennet d’an nebeutañ e vo dalc’het bev ha yac’h ar brezhoneg : aesoc’h e vo d’ar skolajidi heuliañ ar c’hentelioù, ha gallout a raio skipailh kelennerien kenlabourat e brezhoneg.     
- Solutaat statut bresk implijidi TES evit ma c’hellfont kenderc’hel gant o labour prizius evit an holl.
- Kinnig ur rakstummadur e brezhoneg evit ma vefe an danvez skolaerien a live evit tremen ar genstrivadeg ispisial.
- Kinnig ur stummadur hag un niver a blasoù dleet er c’henstrivadegoù ispisial evit kaout skolaerien titlet. Lakaat ar stummadur er CFEB da glotañ gant an ezhommoù.
- Anavezout danvezioù all e-giz eil danvez  er c’h/capes, peotramant digeriñ ar c'hapesoù all d'ar brezhoneg evel opsion evel vo graet gant ar saozneg, an alamaneg ha yezhoù all !

 

Kuzul merañ UGB, d’an 20.03.06