- O tegas kresk da vad d'an niver a bostoù a vez kinniget da genstrivadeg kelennerien ar skolioù ispisial diabarzh : 2 bost evit Penn ar Bed, 6 evit Morbihan ar bloaz mañ ! N’eo ket trawalc’h evit ma vo titlet an holl ! Ha koulskoude eo ar memes re a servijo ar bloaz o tont da stañkañ an toulloù bet laosket gant ar re titlet.... da lâret eo ar postoù diaesañ ha kement-mañ evit un hanter gopr !
- O krennañ danvez ar genstrivadeg-se. Piv a c’hellfe labourat en ur mod dereat koulz er skol hag evit prientiñ ur genstrivadeg ken ledan he danvez ?
- O sevel ur stummadur dibaouez « prientiñ ar genstrivadeg » evito.
- O krouiñ ur genstrivadeg skolaerien evit ar re n’o deus aotregezh ebet.
- Hag ur wezh titlet an holl re o deus bet labouret kreñv er skolioù, lakaat postoù a-walc’h d’ar genstrivadeg ispisal diavaez evit ma ne vo biken a « is-mistri » ken en deskadurezh vrezhonek.