![]() |
UGB, 2 straed Kreiz ar Vourc'h, 29 270 SANT-HERN Derc'hel gant ar c'helenn divyezhek en eil derez :
|
Ret eo da holl skolidi divyezhek ar c'hentañ derez publik kaout tu da zerc'hel gant an deskadurezh divyezhek en eil derez e forzh peseurt tolead e vije. Ur youl politikel an hini a vank evit : - Ma vo kresket al lodenn eus an danvezioù kelennet e brezhoneg, betek tizhout, d'an nebeutañ hag ar buanañ ar gwellañ, un hanter eus an amzer-skol evit ma vo barrek ar skolidi da zerc'hel gant o studioù e brezhoneg ha da chom betek penn er rummadoù divyezhek, - Ma kresko an niver a skolidi en hentadoù divyezhek betek tizhout an niver a 8 pe 10 skoliad e pep rummad evit ma chomfe bev ha dedennus ar c'hentelioù, ha kuit d'ar skolidi divyezhek a 'n em gavout o-unanig betek re, - Ma vo gwellaet diazezoù-labour ar gelennerien en doare da zedennañ tud yaouank niverusoc'h d'ar vicher : strollañ an implijoù-amzer war an nebeutañ posupl a skolioù, ha war eurvezhioù reizh an devezh-labour. Goulenn a ra UGB eta : - Ma vo kreñvaet rouedad an hentadoù divyezhek o krouiñ ar buanañ ar gwellañ un eil pe un trede lec'hienn er c'hentañ derez tro-dro d'ar skolaj e lec'h ma zo diouzh ur gevrenn divyezhek, - Ma vo savet linennoù kirri-boutin pe taksi a-ratozh-kaer, ma rank ar skolajidi divyezhek mont betek ur skolaj all estroc'h evit hini o zolead, - Ma vo digoret kevrennoù divyezhek er skolajoù war ar maez, tost d'al lec'hiennoù pe d'ar rouedadoù klasoù divyezhek bet savet er c'hentañ derez, - Ma vo raksoñjet ha lakaet e pleustr kement tra a zo ezhomm evit degemer skolidi divyezhek niverusoc'h-niverusañ : digeriñ lec'hiennoù nevez war diazez parder ar yezhoù en amzer-skol Degas a ra UGB he skoazell da skolaerien, kelennerien ha tud bugale Benac'h/Louergad/Plounevez-Moedeg e kreiz o stourm evit ma vo digoret ur gevrenn divyezhek. War an-dro e c'houlenn UGB ma vo kreñvaet lec'hiennoù Gwengamp ha Lannuon evit ma c'hello ar familhoù kontañ war ur rouedad poellek a gelennadurezh divyezhek e Bro dreger, eus ar skol-vamm d'ar skolaj. Armelle Ar C’hozh, prezidantez UGB. |
|