Kemennadenn UGB, d’an 20 a viz meurzh 2004
Diouzh piv e vez foutet goap ?
Biskoazh n’eo bet taget kement ar c’helenn brezhoneg :
-
Arru eo bresk-bresk an traoù gant ar c’helenn dre soubidigezh : rankout a ra tud ar vugale, ar gelennerion hag an implijidi gopret gant Diwan mont en marc’hataerion evit lakaat o skolioù, o skolajoù hag o liseoù da vevañ.
-
Rankout a ra ar c’helenn kentañ derez dre hanter-soubidigezh stourm troad ouzh troad ouzh an oll liveoù divizout evit tapout kaout an traoù ret evit degemer skolidi nevez ha digeriñ klasoù nevez.
-
Ar c’helenn eil derez divyezhek n’eo divyezhek nemet dre e anv, daoust d’ar familhoù goulenn start ma vo kelennet danvezioù all en brezhoneg (skiantoù, teknologiezh).
-
En arvar eo lakaet ar c’helenn diret e-barzh lies skolajoù ha liseoù dre grennañ war traoù a bep seurt, da heul divizoù ar gouarnamant a-vremañ.
-
Nullet e vez emvodoù Kuzul Akademek ar Yezhoù Rannvro d’an diwezhatañ hep na ve roet displegadenn gendrec’hus ebet.
N’haller ket degemer kement-se !
- Goulenn a ra UGB ma vo tennet kont deus saviad ispisial ar c’helenn brezhoneg evit :
-
ma vo roet ar pezh zo ezhomm evit asuriñ paderezh ar c’helenn diret en eil derez, ha gant se div eurevezh ar sizhun da nebeutañ ha n’hallfed ket komz deus deskiñ ur yezh hepte.
-
ma vo roet lañs da diorren ar c’helenn divyezhek, dindan e stummoù lies seurt, koulz er c’hentañ hag en eil derez. Gant se e vo ret kaout ar pezh zo ret evit degemer da vat ar re vihanik, evit ma vo an niver a gelennerion diouzh an niver a skolidi evit deskiñ un eil yezh er skol kentañ derez, hag evit ar pezh a sell ouzh an hentadoù kelenn dre hanter-soubidigezh, evit ma vo moaien da zelc’her ar studioù en eil derez en div yezh par-ouzh-par da nebeutañ.
-
m’he do an hentad kelenn dre soubidigezh ar pezh he deus ezhomm evit bevañ en un doare reizh.
UGB a garfe d’ar C’huzul Rannvro hanteriñ da vat evit ma vo respontet d’ar goulennoù-se dre c’houlenn treuzkas ar barregezhioù a roio tu d’asuriñ ar c’helenn brezhoneg en Breizh dindan e lies stummoù (astenn, hanter-soubidigezh, soubidigezh) hag evit ma reno ur politikerezh yezh mennidik evit kas ar brezhoneg war-raok, ha n’eus bet roet nemet bruzhunoù dezhañ gant ar Stad betek bremañ.
Armelle Ar C’hozh
E galleg / En Français
|