NAC'HOMP AN APARTHEID WAR AR YEZHOÙ
GALV da NEVEZ AMZER ar BREZHONEG

 

    Nac'het-krenn e oa bet gant ar C'huzul-Stad, d'an 29 a viz du tremenet, degemer e c'hellfe ar brezhoneg bezañ implijet da venveg an deskiñ hag an darempredoù publik, da lâret eo kement tra a zo ret evit ma vo kelennet hor yezh en ur mod efedus, evit ma c'hellfe ar vugale derc'hel d'ober ganti, hag evit ma chomo bev sevenadur Breizh.

  • En ur lakaat en arvar ar c'helenn divyezhek par-ouzh-par a vez kaset war-raok abaoe 20 vloaz en deskadurezh-Stad hag er skolioù katolik, hag en ur stankañ an hent outañ er skolajoù hag el liseoù,
  • En ur nac'hañ reiñ d'ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh ur statud o kadarnaat talvoudegezh ha disoc'hoù frouezhus al labour bet kaset gant ar skolioù Diwan abaoe 25 bloaz.
Ne c'helle ket ar C'huzul-Stad lakaat splannoc'h war-wel penaos n'eus diouzh mellad 2 ar Vonreizh (1992) ha diouzh al lezenn "Toubon" (1994) nemet armoù evit distruj ar yezhoù minorelaet.

N'eus tamm dazont ebet eta, d'ar brezhoneg ha d'ar sevenadurioù all, gwasket er Frañs keit ha ma chomo ar Vonreizh hag al lezennoù evel m'emaint.

   E keit-se emañ ar Stad c'hall o c'houlenn digant ar broioù a fell dezho bezañ perzh eus Unvaniezh Europa d'o zro, doujañ d'an emglevioù etrevroadel a warez ar sevenadurioù hag ar yezhoù liesseurt, dres pa n'he deus-hi nemet dismegañs oute war he zachenn, en despet da evezhiadennoù groñs an UNO (miz du 2001) ha Parlamant Europa (miz genver 2003).

   E keit-se ne oar e mod ebet an 2 600 bugel degemeret gant ar skolioù Diwan ha gallout a rafont derc'hel da zeskiñ brezhoneg da vad en un tu bennak.

   E keit-se e vez roet d'an holl da grediñ, gant marc'hadourien an abadennoù meur, e vije diouzh hon sevenadur keltiek, unan doujet hag e kreiz e barr.

N'omp ket evit gouzañv ken e vefe bac'het ar brezhoneg er skol hag er gevredigezh gant reolennigoù strizh ha bresk.

Abalamour da gement-mañ e c'halvomp an holl da vanifestiñ
d'an 22 a viz meurzh 2003
e Roazhon, e-tal Kuzul ar rannvro.
(Emgav da 15h00 war Blasenn Breujoù Breizh )

 

  • Evit ma vo anavezet ha gwarezet ar yezhoù minorelaet gant ar Vonreizh, evel m'eo dleet, a-skwer gant al lezennoù etrevroadel hag evezhiadennoù an UNO ha Parlamant Europa,
  • Evit ma c'hello pep hini deskiñ ar yezhoù choazet gantañ hag ober gante bemdez e lec'h ma kar,
  • Evit ma vo barrek Kuzul rannvro Breizh da reiñ d'ar brezhoneg ha d'ar sevenadur a ya d'e heul, ar plas a zo dleet dezho er gevredigezh,
  • Evit ma vo anavezet ez-ofisiel ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh,

Divyezh (kevredigezh tud ar vugale evit ar c'helenn divyezhek er skolioù publik)
Dihun (kevredigezh tud ar vugale evit ar c'helenn divyezhek er skolioù katolik)
Diwan (skolioù divyezhek dre soubidigezh)
UGB (Uvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg)

 

 

Kemennadenn e galleg :


NON A L'APARTHEID LINGUISTIQUE
APPEL au PRINTEMPS de la LANGUE BRETONNE

 

Le 29 novembre dernier, le Conseil d'État a refusé à la langue bretonne le statut d'outil des apprentissages et de la communication sociale, qui fonde son enseignement efficace, qui permet sa maîtrise durable par les enfants, et dont dépend l'avenir d'une culture bretonne vivante.

  • En mettant en cause l'enseignement bilingue mis en œuvre depuis 20 ans dans l'Éducation nationale et dans l'enseignement catholique, et sa continuité dans les collèges et lycées.
  • En privant l'enseignement bilingue immersif des moyens qui devaient valider la pertinence de l'action éducative conduite avec succès depuis 25 ans,

    Le Conseil d'État a ainsi démontré que l'article 2 de la Constitution (1992) et la loi Toubon (1994) ne sont que des armes de destruction des autres langues de France.

La langue bretonne et les autres cultures socialement discriminées en France
n'ont aucun avenir dans le cadre constitutionnel et législatif actuel.

   Pendant ce temps, la France exige des nouveaux candidats à l'adhésion à l'Union européenne, le respect des conventions sur les droits culturels et linguistiques qu'elle ignore elle-même sur son propre territoire, en dépit des remontrances de l'ONU (novembre 2001)

   Pendant ce temps, les 2 600 enfants des écoles Diwan ignorent s'ils pourront être scolarisés, à la rentrée prochaine, dans un cadre pédagogique efficace d'acquisition de la langue bretonne.

   Pendant ce temps l'industrie du spectacle entretient les apparences d'une culture celtique florissante et reconnue… Or sans la langue dans laquelle elle plonge ses racines, il n'y a pas d'avenir pour une culture bretonne populaire, authentique et vivante.

Nous n'acceptons plus que le statut de la langue bretonne et de son enseignement
soient réduits à des mesures précaires et marginalisantes.


C'est pourquoi, nous appelons à manifester le 22 mars 2003
à Rennes, devant le Conseil régional de Bretagne
(Rassemblement à 15h, Place du Parlement de Bretagne )

  • Pour que la Constitution reconnaisse et protège les langues minorisées, conformément au droit international et aux recommandations de l'ONU,
  • Pour que chacun puisse apprendre les langues de son choix et les pratiquer librement dans sa vie quotidienne,
  • Pour que le Conseil Régional de Bretagne dispose des moyens de garantir l'avenir social de la langue bretonne et de la culture vivante qu'elle inspire,
  • Pour la reconnaissance officielle de la pédagogie par immersion,

    Divyezh (association des parents d'élèves pour l'enseignement bilingue à l'école publique)
    Dihun (association des parents d'élèves pour l'enseignement du breton dans l'enseignement catholique)
    Diwan (écoles bilingues immersives en langue bretonne)
    UGB (Union des Enseignants de Breton)