Kemennadenn :

Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg - Kemenadenn 18.09.02

Ur vanifestadeg a vo d'an 28 a viz gwengolo en Gwened savet gant Diwan.


Keuz he deus UGB pa n'eo ket deuet palioù hag aozañ ar vanifestadeg-se diwar kuzuliata ar c'hevredigezhioù kerent ha kelennerion all a-raok, hag i koulskoude ken tapet all ivez pa vez diskouezet ingal dezhe gant ar Stad an nebeud a forzh a ra deus ar brezhoneg hag ar c'helenn dioutañ.

Laoskat a ra UGB hec'h izili lipr d'ober o soñj mont pe nompas mont di, neuze.

Lakaat a ra UGB a-wel, penaos, ar vanifestadeg-se, divizet deus un tu ha herrek, a laka an emsav sevenadurel breizhek a-bezh en arvar. Ne vankfe ket hon enebourion da soñjal 'h omp disvodet ha disrannet, ma c'hwitfe ar vanifestadeg-se.

Addegas a ra UGB d'ar soñj n'eus ken met dre embann ur mennad el Lezenn-Vamm e vo moaien d'anavout dre zroed al liez yezhoù minorelaet zo dioute en Frañs, o implij er gevredigezh hag o c'helenn. Pezh zo bet erbedet d'ar Stad-C'hall ober gant ar Broadoù Unanet en miz du diwesañ.

Keñveriañ a raio UGB gant ar re ac'h ay unvan neuze evit kaout al lezennoù, an arc'hant hag ar binvioù kelenn ret a-benn diorren ha gwellaat an hentennoù deskiñ brezhoneg diouzh goulenn brasoc'h-brasañ an dud.

 

 

Kemennadenn e galleg :

Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg - Kemenadenn 18.09.02

Une manifestation aura lieu le 28 septembre à Vannes à l'appel de Diwan.


UGB regrette que les objectifs et l'organisation de cette manifestation n'aient pas fait l'objet d'une concertation préalable avec les autres associations de parents et d'enseignants, elles aussi confrontées à l'ostracisme chronique de l'État à l'encontre de la langue bretonne et de son enseignement.

UGB laisse donc ses adhérents libres de juger de l'opportunité d'y participer.

UGB souligne qu'une telle démarche unilatérale et précipitée expose le mouvement culturel breton dans son entier et qu'un éventuel échec ne manquerait pas d'être interprété par nos adversaires comme un signe de démobilisation et de division.

UGB rappelle que seule une disposition constitutionnelle, conforme aux recommandations adressées en novembre dernier par les Nations Unies à la France, pourra garantir la reconnaissance de plein droit de la diversité linguistique sur son territoire, l'usage social et l'enseignement efficace des langues minorisées.

UGB s'associera donc à toute démarche unitaire pour obtenir les moyens juridiques, budgétaires et pédagogiques nécessaires au développement et à la qualité des filières d'enseignement du /en breton, à la hauteur de la demande sociale croissante dont il fait l'objet.