![]() |
Kemennadenn : Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg - Kemenadenn 16.07.02 PENAOS DISKAR AR BREZHONEG 'NEZ DISKOUEZ EN OBER. |
| 1. Skrivit testennoù ac'h a a-du gant ar c'helenn divyezhek amploc'h pe nebeutoc'h, chomit hep ober lezennoù dioute avat ha hep kinnig kemm ebet e-barzh hon faour-kaezh Bonreizh. (Evel-se e chomont bresk-divresk a-walc'h evit bezañ torret dibaouez : sellit 'ta penaos eo bet kont 'barzh an epizod diweshañ, ar C'huzul-Stad lakaet da " guest star " ur wezh c'hoazh !) 2. " Ankouait " reiñ arc'hant a-walc'h da heul ho testennoù, neuze e savo drouk en hen-mañ-hen peogwir n'hallo ket lakaat anezhe da dalvout. 3. Krouit ur genstrivadeg " ispisial " da duta kelennerion-skolioù divyezhek ha na vo ket nemet gevellez heben war-bouez nebeut (ret e vo tremen arnodennoù ouzhpenn, eeun-hag-eeun !) 4. Na dalc'hit ket kont ebet deus kement zo ezomm evit ar c'helenn divyezhek. Hag, ouzh en daveiñ da vojenn an ingalded ( !) etre ar genstriverion, taolit pled ne roio ket ar genstrivadeg-se an tu da duta kement zo ezomm. (Hañval eo ar c'heidennoù ret evit bezañ digemerapl deus an eil akademiezh d'heben, evel ouzoc'h a-walc'h !!!) 5. Dibabit 24 genstriver evit pourveziñ da 24 bost,
ha degemerit 17 a-benn fin ar gont. En koulz hag en kentel zo kaoz neuze deus
an notennoù-skarzhañ - hag a vo ret justifiañ anezhe. 6. Diwallit e vefe krouet gwir kenstrivadegoù ispisial, kar ar re-nes a c'hallfe reiñ an tu da gas al labour diasur da get ha da ditlañ ar gelennerion divyezhek ho peus ezomm dioute. 7. Na votit ket boujedenn ebet evit ma teufe Kreizenn Stummañ ar C'helennoù Brezhoneg war douar an ESSM (IUFM en galleg, ma'h eo gwelloc'h ganeoc'h). Evel-se ho po aozet soubenn ar jakobin, c'hwerv he blaz, gant
testennoù bet riñset o holl zalvoudegezh dioute, ha neuze e klaskfet
reiñ anezhi da lonkañ e-pad ar vakañsoù. Ne vo ket debret ar soubenn-se ganeomp tudoù, tomm e vo a-benn an distro-skol !
|
|