Kemennadenn :
Goulennet zo bet gant Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg paeroniañ
obererezh " Embregerezhioù Breizh evit ar brezhoneg ". Hemañ
eo e bal broudañ embregerezhioù Breizh da reiñ ur skoazell
arc'hant d'ar skolioù liesseurt a gelenn brezhoneg. Kavout he deus gwelloc'h
UGB na vont gant an intrudu-se. Soñjal a ra gant UGB ne dlefe ket arc'hantaouiñ
ar skolioù dont deus ar sponsorizañ na deus profoù arc'hant
an embregerezhioù.
Gant ar pezh zo deuet diwar ali suspentañ ar C'huzul-Stad diwar-benn kenstagañ
ar skolioù Diwan ouzh ar servij publik, gant ar soñjoù liesseurt
savet diwar-benn kement-se hag emdroadur nevez an teuliad-se, avat, e komprenfe
a-walc'h UGB e savfe Diwan a-du gant un diskoulm a'r seurt-se, hag eñ tapet
nec'het gant ar mallus m'eo kavout un diskoulm, ha gant se kaset da vont gant
un trivet hent.
Kiriegezh leun an diviz-se a vefe da lakaat war chouk an holl re o deus c'hoant
na vefe ket kinniget da Diwan ur choaz all estroc'h evit mervel gant an diouer
a arc'hant e-barzh e statut a-vremañ pe bezañ enframmet ha diempret
a gasfe da get ken sur ha tra ur reizhiad-kelenn zo bet aprouet abaoe muioc'h
evit 20 vloaz.
Mouezhiet a-unvouezh gant Bodadeg-Veur UGB d'an 8 a viz kerzu
2001 en Karaez.
|