Kendalc’h Saverne miz Hedro 2004-11-06  (Armelle Ar C’hozh)

 

Ma n’eo ket heñvel an doare da gerzhet en holl rannvroioù, n’eo ket disheñvel ar c’hudennoù :

 

-         Ar c’henstrivadegoù : mankout a ra tud evit tremen ar c’henstrivadegoù.

-         Ret eo derc’hel ar gelennerien war o fostoù, ha dreist-holl miret ouzh ar PE nevez a guitaat an hentad.

-         Ret eo kaout ur stummadur a-zoare koulz evit ar stummadur kentañ hag ar stummadur dibaouez.

-         Binviji kelenn a-feson a fell deomp implij evit labourat er c’hlasoù.

-         Kaout un hentad eus ar skol vamm betek al lise : ur pal evit an holl

-         Mont war-raok buan ivez evit kaout un niver a dud gouest da gomz flour ha bezañ kad da zaremprediñ e brezhoneg er-maez eus ar skol …

 

An diskoulmoù bet ijinet eta, n’int ket memes re e pep lec’h.

 

-         Evit kreñvaat rummadoù ar re yaouank a c’hellfe tremen ar genstrivadeg ispisial :

. Evit ar rannvroioù tost ouzh broioù all a c’halljont mont da glask « native speakers » en tu all d’an harzoù.

. Evit ar Vretoned eta eo ret kreñvaat ar stummadur war ar yezh pe er skolioù meur, pe er c’hevredigezhioù pe c’hoazh er greizenn Kelenn a-benn kaout brezhonegerien kad da dremen ar genstrivadeg. Koñjeoù stummadur a c’hell bezañ kinniget ivez d’ar re mennet mat. 

 

-         Digeriñ an eil kenstrivadeg diabarzh e pep lec’h (e lec’h ma vez ezhomm) a vefe mat. Ober eus ar genstrivadeg-se ur gwir arnodenn vicherel, o telc’hen kont eus an diouer a amzer o deus ar skolaerien evit en em prientiñ.

 

-         Evit ar stummadur dibaouez eo ret sevel stajoù daoust d’an diouer a arc’hant a zo en deskadurezh : stajoù war ar vicher a-benn lakaat ar skolaerien da brederiañ war o zoareoù kelenn, stajoù war ar yezh koulz evit ar « re nevez », o dije c’hoant ober al lamm evit kelenn e brezhoneg hag ivez evit ar « re gozh », dreist-holl ar re a zo o labourat un tammig o-unan, evit « soubañ » anezho  hag evit mont pelloc’h gant ar yezh. (E Bro Elzas e vez graet eskemmoù gant Bro Alamagn)

 

-         Disheñvel eo an dafar kelenn hervez ar rannvroioù. Ma’z eus bet kavet un diskoulm e Breizh hag en Euskadi gant TES hag Ikas, kreizennoù o deus liammoù kreñv gant ar CRDP anezho, n’eo ket memes tra er Reter : implijet e vez levrioù Bro Alamagn pe krouet e vez dafar. Troidigezhioù ne vezont ket graet kalz. E Cataluna e vez implijet ivez levrioù « estren ».

 

-         Kollet e vez bugale en ur dremen eus ar c’hentañ d’an eil derez : krog omp da brederiañ e Breizh war ar gartenn a vo ret deomp sevel a-benn digeriñ klasoù, skolioù ha war lec’h skolajoù : ur chanter dirazomp. Er rannvroioù all n’int ket degouezhet er poent-se war a seblant.

 

 

-         Ned eus gwir plañ diorren ebet evit ar yezhoù minorelaet nemet er (rann)vroioù hag o deus ur galloud politikel kreñv : diazezet eo ar galloud-se war ur gwir youl a-berzh ar boblañs (Korsika, Bro Euskadi…).

      Peadra d’en em soñjal e-keñver ar goulenn sokial e Breizh…

 

-         Ur greizenn stummañ a-ratozh a zo un dra vat : pa vez sellet ouzh ar sifroù e vez gwelet e vez aesoc’h d’ur PE1  tapet ar genstrivadeg ispisial ur wezh tremenet e vloavezh stummadur gentañ en ur greizenn e-giz CFEB Guebwiller pe hini St Brieg. Barregezhioù war ar yezh, ha kentoc’h implij ar yezh er vuhez pemdeziek eo ret kreñvat er c’hreizennoù. Muioc’h a stummerien a-ratozh ? Muioc’h a zanvezioù kelennet er yezh 2 ? Ur greizenn distag da vad ?

Pa n’eo ket disheñvel da vad ar vicher skolaer unyezhek hag hini skolaer divyezhek, eo ret memes tra d’ur skolaer divyezhek bezañ prederiet war e vicher eus un tu, ober gant an eil yezh er vuhez pemdez hag en e labour d’un tu all.

 

-         Evit ma chomfe ar skolaerien divyezhek war o fost ez eus daou doare da welout an traoù (a c’hell mont asambles)

. Rediañ ar skolaerien tapet ar genstrivadeg ispisial ganto da chom war ur post divyezhek, 5 ploaz ? 10 vloaz ?

. Sevel hentadoù kreñv ha plijus gant nebeutoc’h a liveoù ha muioc’h a zafar kelenn hag evel just kreskiñ ar rouedad evit ma kavfe ar re yaouank (hag ar re all) ha dreist-holl merc’hed yaouank prest da gaout bugale, ur post nepell diouzh o zi.

 

Ober eus ar skolaerien divyezhek, skolaerien ispisializet, ya evel just : e-keñver ar yezh paneve nemet an dra-se.

Kaout postoù merket ? merket int c’hoazh.

Kaout ur statud a-ratozh ? Pe hini ?

N’eo ket sur e vefe un dra vat er skolioù, e-keñver ar skolaerien all, dreist-holl er rannvroioù « ur mestr/ur c’hlasad »

Ur mestr / ur yezh ? Petra ‘virfe ?

.... gant ma vo bras awalc’h ar skolioù evit kaout div wezh ar memes live (pe d’an nebeutañ ar memes kelc’hiad !) war ar memes lec’h.

… gant ma vo amzer evit sevel eskemmoù frouezhus.

…. gant ma vo an daou skolaer skolaerien divyezhek pe d’an nebeutañ gant ma ne vo ket ur sell diprizius war ar pezh a ra ar skolaer divyezhek yaouank flamm…

 

Kasit ho soñj…