2003 / 2004 : ur bloavezh iskis
Gouzout a ouiemp holl e vije bet ur bloavezh a-bouez e-keńver ar politikerezh e Breizh.
Evel just neo ket UGB un aozadur politikel pa vez anv eus strolladoł politikel en un doare strizh. Koulskoude ar pezh a reomp bemdez a zo politikerezh.
Marteze neo ket bet gwelet UGB e-giz ur gevredigezh o skoazellań strollad pe strollad war an dachenn, met kalzik achanomp o deus kemeret perzh en emvodoł prientiń dilennadegoł ar Rannvro memes tra. Pep hini en deus gellet degas e vouezh gant ma ned ae ket a-enep diazezoł UGB (a zo hag a zo bet atav a-enep mennozhioł an tu-dehoł pellań da skwer).
Savet hon eus goulennoł asambles gant Kuzul Sevenadurel Breizh digant an danvez-kuzulierien ; gant KSB c'hoazh hon eus savet ur raktres (stagadenn unan).
Gant ar strollad nevez dilennet e sav ur spi nevez ; ur skipailh liesliv eo, gant tud tomm o chalon ouzh ar yezh, dizingal ivez e-keńver pouez ar strolladoł politikel a vez kavet enni.
Deomp-ni da bouezań evit ma vefe degemeret ar pep brasań eus hor chinnigoł.
Gouzout a ouzomp mat peseurt pouez a zo gant Pennoł Bras Paris er strolladoł e-giz an hini nevez dilennet (koulz hag en hini kozh !). Ret e deomp reiń da glevet mouezh ar Vretoned.
Ar brasań dańjer a oa tro-dro deomp en deus diskouezet e fri diouzhtu goude an dilennadegoł : bezań techet da sachań pep hini war e du.
Aesoch eo bezań unvan pa vez enebourien dirak, kalz diaesoch p'en devez choant pep hini da dennań e damm gounid diouzh an araokadennoł a chellfe bezań graet.
Savet hon boa en nevezamzer 2003 ur plań diorren an deskadurezh divyezhek, sinet gant Div Yezh, Diwan, Dihun hag UGB e-barzh komision deskadurezh KSB.
Ur skrid hag hon eus bet mil mizer da gas anezhań da benn, cheńch ger-mań-ger, ur virgulenn a-wezhioł .
Met evit UGB ez eus anezhań ur gwir diazez evit ar stourm, gant ur sell hollek war an traoł, ambisius ha pleustrek war an dro.
Ne oa ket ar memes ton gant an holl ha dreist-holl ret eo en lāret gant Div Yezh a gave kalz efedusoch labourat e diabarzh an deskadurezh Stad asambles gant ar sindikadoł, laosken ar plań a-gostez ha klask tennań traołigoł diwar ar gevrat steuńv kozh hag ar CALR.
Ar strategiezh a oa hon hini adalek 2003, lakaet da get diouzhtu goude an dilennadegoł . !!!
Evit UGB ne oa ket dav mont dar CALR e miz Even ken. Evit diskouez ne oamp ket a-du ? Evit marchata bruzun gant ar rektor ?
Evit Jean-Do eta ne oa ket posupl chom e penn komision deskadurezh KSB kement ha ken bihan ma en deus roet e zilez.
Lonket e vez nerzh gant seurt dizemglevioł !
Bremań ez a an traoł war sioulaat ; klask a ra Daniel Kernalegenn sammań war e chouk labour ponner komision deskadurezh KSB.
Emvodoł hon eus bet e penn kentań ar bloavezh skol. Sklaer eo evit an holl : chom a ra ar plań diorren diazez ar stourm evit an holl, hag ar pal boutin klask tapout treuzkas galloudoł eus ar Stad dar Rannvro.
Er fin emaon o tont eus Bro Elzas e lech eo bet dalchet « kentań kendalch evit ar gelennerien divyezhek er chentań derez ». Pal ar chendalch a oa goulenn ur statud ispisial evit ar gelennerien divyezhek. Pedet e oa UGB da lāret he sońj. (eil stagadenn)
Ne oa ket UGB war ar memes linenn hag ar re all : neo ket er mor e-touez ar chranked e vo kavet brezhonegerien a-vihanik !!! Evel just e chell Elzasiz, Katalaniz, Euskariz, mont da glask kelennerien en tu all dan harzoł ha gant ar sistem ur mestr/ur yezh krouiń ur gwir vicher. Petra hor bije ni da chounit ? nemet disfiz a vije, muioch choazh, marteze .
Kemer a ra perzh UGB e buhez ar vro dre an emglevioł bro e lech ez eus izili o chom, e-giz Ti ar Vro e Kemper, Ti Bro Leon, Ti Bro Lesneven, Skeudenn Bro Roazhon pe choazh Al Levrig e Bro Dreger. Kemeret hon eus perzh e krouidigezh Startijenn, kengevredigezh ar Vro Vigoudenn. Dre ar chevredigezhioł e chellomp gwriat liammoł kreńv a-benn reiń dar yezh ur gwir plas er bed sevenadurel e Breizh.
War an dachenn hon eus ranket stourm ivez evit lakaat digeriń postoł nevez, koulz er chentań hag en eil derez.
Estreget ar chudennoł a vez kavet e pep lech, siwazh, en deus kemeret pep hini achanomp er chuzul merań un teuliad e karg :
- Jean Michel ha Gabi evit ar skolioł en deskadurezh katolik.
- Ninnog ha Maryvonne evit Diwan.
- Alan en deus heuliet teuliad an eil derez koulz e anv UGB hag e anv SKKEAB.
- Silvi, Stefan ha Jean Do o deus graet war-dro teuliad ponner ar mizoł skoliata etre ar chumunioł.
- Anna a ra war-dro « Deskiń ».
- Kannadig a zo deuet er maez daoust dar chudennoł a bep seurt hon eus bet. Startijenn nhon eus ket bet a-walch evit lakaat buhez el lechienn.
Ur bloavezh gwisket ganti mantell ar politikerezh a oa 2004.
Ra vo 2005 hini ar chelenn.
Raktres evit ar bloavezh 2004 / 2005
1. Sevel ur plań diorren evit ar chelenn divyezhek
Stagadenn 1 : mennad ar vodadeg veur
- Sevel kartenn ar skolioł divyezhek, dreist-holl evit an deskadurezh-Stad, hag en ur gemer e kont ar skolioł all ; krouiń ur rouedad.
- Labourat war un hentad a yafe eus ar skol vamm dar skolaj ha betek al lise.
- Mont war-raok gant an teuliad « mizoł-skoliata ».
2. Sevel un darvoud micherel
Raktres Studi ha Dudi, asambles gant Kelenn, CFP, CFEB, DAO.
Stagadenn 2 : rentań-kont an emvod kentań.
Adsevel liammoł kreńv etre ar skolaerien, ar gelennerien hag ar glaskerien war an danvez kelenn, hag ar mod da gelenn.