![]() |
Kemennadenn : Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg - Kemenadenn 01.12.02 Ar c'helenn divyezhek 'maez lezenn. |
N'halle ket tremen ar C'huzul Stad gant distaoler an testennoù a-zivoud kenstagañ Diwan nemetken, war-lerc'h ar c'hlemm bet savet gant FCPE, UNSA, DDEN hag FO. Nann ! Emañ bremañ o paouez lakaat en arvar an testennoù a-zivoud ar c'helenn divyezhek par-ouzh-par anavet gant an Deskadurezh Stad abaoe 20 vloaz, dre'n avani ma " n'hallfed ket bezañ sur e vo graet ul lodenn, da nebeutañ, deus ar c'helenn (en danvezioù-se) en galleg ". Pesort Republik eo homañ lec'h e kred ul lez barn fesonioù kelenn diwar dezverkoù politik rik ? Diboell e-keñver kelennerezh, dizegemerapl e-keñver politikerezh, e teu divizoù (hag alioù) ar C'huzul-Stad da gadarniñ dielfennadenn UGB : n'ay ket war-raok ar yezhoù rannvroel sañset, ma ne vez ket chañchet al lezennoù ha ma n'o dez ket trawalc'h a aez d'en ober. Goulenn a ra UGB ma vo embannet ul lezenn ar c'hentañ ar gwellañ, d'he heul ar c'hemmoù holl ret er Vonreizh (melladoù 1 ha 2 ar Vonreizh) a-benn ma vo gwarantet implij foran ar yezhoù rannvroel dre vras ha hini ar brezhoneg peurgetket, hag a-benn ma vo anavet ha gwarantet o c'helenn efedus pelloc'h. 01.12.02 |
|
![]() |
Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg - Kemenadenn 01.12.02 L'enseignement bilingue hors la loi. |
| Non content de rejeter les textes relatifs à l'intégration
de Diwan, suite au recours déposé par la FCPE, l'UNSA, les DDEN
et FO, le Conseil d'Etat vient de remettre en cause les textes relatifs à
l'enseignement bilingue à parité horaire reconnu par l'Éducation
nationale depuis 20 ans, au motif qu'il serait " impossible de s'assurer
qu'une partie au moins des enseignements (de ces disciplines) se feront en français
".
Quelle est donc cette République où un tribunal prétend juger de méthodes d'enseignement sur des critères strictement politiques ? Incohérent pédagogiquement, inadmissible politiquement, les décisions (et avis) du Conseil d'Etat viennent confirmer l'analyse d'UGB : il n'y aura aucune avancée sur le terrain des langues dites régionales à législation et moyens constants. UGB réclame que soit promulguée au plus tôt une loi, accompagnée du nécessaire changement constitutionnel (articles 1 et 2 de la Constitution ) afin que l'usage public des langues régionales en général et du breton en particulier soit assurée et que leur enseignement efficace soit enfin reconnu et garanti. |
|